
Plage de Trégrom|

Plage de Trégrom|

Plage de Trégrom|
Tregrom
Evit cheñch eus aodoù-traezh ar mor, setu traezhenn Tregrom. Hag hi war ribl al Leger e tispako hoal ha kened evit ho terc’hel ganti. Ha perak ‘ta n’afec’h ket d’ober ur pennad kouronkañ ? Mard eo gwell ganeoc’h bale evit neuñviñ, kit da welet Pont hent-houarn Tregrom a zo a-dreñv d’an draezhenn. Savet e voe er bloavezhioù 1860 hag al ledaktor pennañ e voe er film “La bataille du rail” (Emgann an hent-houarn).