© Thibault Poriel
Chapel ar C’halvar

Chapel ar C’halvar

Roc’h-Derrien

Roc’h-Derrien

Savet da gentañ en ospital Santez-Anna e Lannuon, chapel ar C’halvar (pe Itron-Varia a seizh kleze) a voe kaset d’ar Roc’h-Derrien e 1867. Adsavet heñvel-mik e voe e-lec’h tour-meur ur c’hastell krennamzerel ha balirañ a ra a-us ar Roc’h-Derrien ha traoñienn ar Yeodi. Digor bemdez etre 9e ha 6e.