Landreger
Gouestlet eo da sant Tudwal, manac’h diazezour kêr Landreger, hag unan eus kaerañ savadurioù relijiel Breizh. Er XVvet kantved e oa bet savet. Ar gorzenn anezhi avat, 60m uhelder, zo eus an XVIIIvet kantved. E-barzh enni e talvez bez sant Erwan ur sell hag ar c’hloastr gotek stok ouzh an iliz-veur a zellez ober un tamm tro d’e vete.