Plougouskant
Ifern ar C’hastell Meur, ul lec’h hud ha digustum, lesanvet ivez An Ifern, zo ur pezh frailh etre div garreg el lec’h ma teu an avel hag ar gwagoù-mor d’en em fourrañ, pa vez barroù-amzer, hag un arvest bras-bras en em zispak neuze ! Ret-groñs eo kaout ur chupenn diaveler !