Tregastell
Ken kozh eo istor ar vilin-se hag ar bloaz 1375, pa roas Charlez V e asant evit sevel ar batis, hag ar gwirioù implijout. Mont a rae en-dro gant an tre hag al lanv (hogozik 6e bep mare), talvezout a rae da valañ greun, da dilhañ lin ha da flastrañ holen. Fin a voe d’he labour e 1932, pa varvas ar miliner diwezhañ. Digor e vez ar vilin bemdez eus ar 15/06 d’ar 15/09 adalek 9e betek 4e30 g.k. Gweladenn heñchet diwar c’houlenn evit ar strolladoù.