Lanvaeleg
War ar benveg seniñ meurdezus-se en em harp Gouel Lanvaeleg ha Treger evit lakaat an hensonerezh da dregerniñ abaoe tremen 30 vloaz. Er bloaz 1653 e oa bet savet an ograoù gant ar Breizhveuriad Robert Dallam, ha rummet eo evel monumant istorel abaoe 1971. O sked istorel a voe roet dezho en-dro gant un oberour ograoù italian e 1985/1986. Ar strolladoù a c’hall dont d’ober ur weladenn diwar c’houlenn.