© Yann Josselin
Kastell Hereg

Kastell Hereg

Pleuveur-Bodoù

Pleuveur-Bodoù

Ur beg-douar greunitek eo Kastell Hereg en Enez-Veur. Eus ar beg-se fustet gant an tonnoù hag an avelioù e vez ur gwel meur kaer, eus enez Milieo betek ar Jentilez. Aspadennoù eus ar vengleuz leun a zour, koulz hag eus ar chaoser zo test eus ur c’hantved ma veze eztennet greunit en enezenn. Un drugar eo pourmen eno ambrouget gant koroll dizehan an evned ha trouz ar gwagoù mor. Un dro a-feson eo ivez evit gweladenniñ ar savlec’h KGL (Kevre Gwareziñ al Laboused).