© Alexandre Lamoureux
Beg Bic’hid

Beg Bic’hid

Trebeurden

Trebeurden

Ne c’haller ket chom hep dont d’al lec’h-se eus Aod ar Vein Ruz gant ar gwel kaer dispar a zo eno. Ar wenodenn, graet evit baleerien arroutet, a bed an dud da bourmen ha da vezañ a-unan gant an natur. En ur dremen, taolit ur sell ouzh dismantroù ar sardinerezh kozh bet en e vleuñv e penn-kentañ ar c’hantved tremenet.