Pleuveur-Bodoù
“Petra bennak eo ar pezh boul wenn-se ?” a vez goulennet diganeomp ingal. Neuze, e-barzh ar pezh mell klogorenn-se 50m uhelder ha 64m treuzkiz dezhi ez eus ur stign korned hag a dalvezas da dapout, d’an 11 a viz Gouere 1962, ar c’hentañ skeudennoù skinwel eus ar Stadoù Unanet ! Ar Radom, digoret gant ar Jeneral de Gaulle e-unan, zo dibar er bed peogwir n’eo ket bet miret e bar amerikan. Advevit e istor a-bezh en un abadenn “tan ha kurun” ha profitit eus hudouriezh al lec’h.