Lokmikael-an-Traezh
Kroaz an Hanterlev, savet er XVIvet kantved, he deus talvezet e-pad pell da spisverk evit ar veajourien a dreizhe dre an tremen nemetañ a gase eus Lokmikael-an-Traezh da Sant-Eflamm. E kreiz ar bae emañ, 1,5 km eus an aod war-bouez nebeut, ret-groñs eo gouzout eurvezhioù ar mareoù kent mont di d’en em avanturiñ!