Louanneg
Eus ar bloaz 1860 eo tour-tan brav an Antouar. Goude meur a dreuzfurmadur, evel bezañ bet tredanaet e 1946, e voe lazhet da vat e 1976. Lakaet e voe an tour-tan e gwerzh abalamour da labourioù reneveziñ bras ha ne c’halle ket ar gumun ober. Prenet e voe e 1994 gant un den prevez. Gallout a reer mont tost dezhañ koulskoude, en ur vont gant ar BH34 a zo a-hed an aod er memes anv ha ma’z eo kaer-meurbet ar gwel eno war Taveeg hag ar Jentilez.