Landreger
Den meur a Vro-Dreger, ganet eo bet Joseph Ernest Renan e Landreger d’an 28 a viz C’hwevrer 1823. Ar skrivagner, lizheregour, prederour hag istorour a ouestlas an darn vrasañ eus e oberenn d’ar relijionoù. Diwar unan eus e levrioù “Buhez Jezuz” e tarzhas breudoù entanet ha dreist-holl fulor an Iliz katolik. Anvet e voe da Ofiser meur al Legion a Enor ha gwelet e vez bremañ evel ur c’hefredour dave. Daoust d’ar rendaeloù feuls zo bet etre “ar re ruz” hag “ar re wenn” ez eus bet staliet un delwenn er Plas-Kêr e 1903, hag an ti ma voe ganet zo deuet da vezañ Mirdi Renan, digor d’an holl a viz Ebrel da viz Gwengolo.