Pointe du DourvenPointe Du Dourven
©Pointe Du Dourven|Yann Josselin
An Dourven

An Dourven

Tredraezh-Lokemo

Tredraezh-Lokemo

Gant enez Milio e verk Beg an Dourven beg al Leger. Diwar al lein anezhañ e vamer dirak ar gwel kaer-meurbet a dap eus an aber betek Beg Sec’har. Gwechall e talvezas e veg e stumm ur gentrell da bost-evezhiañ ; ha da destoù, un ti-gward hag ur c’harid eus an XVIIIvet kantved. E kreiz an domani, e-touez ar gwez pin-mor e tiskoacher Diskouezva an Dourven. Savet e voe e 1912 ha bremañ ez eo ul lec’h diskouezañ gouestlet d’an arz a-vremañ.

Fermer