© Thibault Poriel
Skalieroù Brelevenez

Skalieroù Brelevenez

Lannuon

Lannuon

Graet gant greunit ha skilt eo ar 140 derez a gas da iliz Brelevenez. Eus mare an Dispac’h eo ar skalieroù, ha renevezet e voent en XIXvet kantved, pa voe savet ivez an tiez a zo a-hed gante. Mar sellit ouzh an talbennoù e verzot kustodoù bihan war lod anezhe hag a ro bod da delwennigoù sent. Ha gouzout a rit e oa bet gwelet skalieroù Brelevenez war golo al levr “Martine fait de la bicyclette” (Martine a ya war varc’h-houarn) embannet e 1971?